Rouedad ar brezhoneg

Rouedad ar brezhoneg

Le réseau de la langue bretonne

Dilennadegoù-kêr 2026

Brezhoneg : goulennoù digant an dud war ar renk, an disoc’hoù

Da-geñver dilennadegoù-kêr 2026, Rouedad ar Brezhoneg en deus kinniget ar «c’houlennaoueg evit ar brezhoneg». 

 Fellout a rae deomp degas da soñj evel-se d’al listennoù war ar renk pegen pouezus eo lakaat politikerezhioù yezh ar c’humunioù war-sav, ret-holl evit advuhezekaat ar brezhoneg. Ma vez votet ar framm lezennel hollek gant ar barlamantourien emañ brudañ ha diorren ar brezhoneg brudañ ha diorren ar brezhoneg barregezh an holl liveoù ensavadurel. Rak ar mellad L. 1111-4 eus kod hollek ar strollegezhioù tiriadel a resisa « Ar barregezhioù a-fet sevenadur, sport, touristerezh, brudañ ar yezhoù rannvro ha deskadurezh pobl a zo rannet etre ar c’humunioù, an departamantoù, ar rannvroioù hag ar strollegezhioù o statud dibar ».

Evel-se, ma vez diorroet politikerezhioù yezh publik e Breizh (e rannvro Breizh, e departamantoù zo) gant skoazell Ofis Publik Ar Brezhoneg, eo pouezus-bras roll ar c’humunioù, hag ivez ar c’humuniezhioù kumunioù hag an tolpad-kêrioù, evel strollegezhioù tost-tre ouzh an dud.

Kaset hon eus ul lizher-displegañ d’al listennoù war ar renk gant ur roll klok eus ar goulennoù gant titouroù ouzhpenn ha liammoù internet evit o skoazellañ da respont. En linenn hepken e veze graet ar respontoù.

Al listennoù war ar renk e kumunioù Breizh a c’halle lakaat war wel o engouestloù evit ar brezhoneg war 20 goulenn fetis tro-dro 5 ahel :

  • An araezioù gouestlet d’ur politikerezh yezh lec’hel evit ar brezhoneg 
  • Treuzkas ar brezhoneg 
  • Ober gant ar brezhoneg
  • Gwelusted ar brezhoneg 
  • Ur politikerezh lec’hel evit kizidikaat, anavezout ha skignañ ar brezhoneg 

Evit pep ahel e oa 4 engouestl kinniget. Ret e oa d’an emstriverien spisaat, evit pep hini anezho, hag-eñ e ouestlont ober pe ne vefent ket, ha, ma vez dre ur skrid berr an doare emaint e-sell d’e lakaat da dalvezout. En tu-hont da zeiz mouezhiañ kêr e c’hallo al labour-se reiñ tro d’an dud dilennet da vagañ o preder evit sevel ur politikerezh yezh lec’hel hag evit ar brezhoneg frammet ha kempouez. 

Kavet e vo amañ dindan an disoc’hoù dre zepartamant ha dre gumun.

Amañ dindan e kavoc’h ivez an holl listennoù bet darempredet, ar re bet respontet ganto hag ar re n’hon eus bet respont ebet evito. Klasket hon eus mont e darempred gant ar muiañ posupl a gumunioù gant ar c’hevredigezhioù a ya d’ober ar c’henstroll, dreist-holl e kornôg Breizh, Breizh-Izel, a-benn kas ar c’houlennaoueg d’an holl gumunioù en tu-hont da 4 000 annezad.

Evit reiñ da welout ar respontoù eo bet roet d’al listennoù o deus respontet d’ar c’houlennaoueg hon un notenn diwar 20 a ziskouez e “live hollek a engouestl” evit pep ahel hag ivez un diagramm a wel ar pemp ahel-se (gwelet dindan).

Evit sevel an notenn-mañ eo bet kemeret e kont ment ar gumun (ar c’humunioù bihan ha bras n’o deus ket ar memes ezhommoù nag ar memes araezioù), an degouezhioù dibar, an niver a engouestloù dibabet hag an displegadennoù roet evit pep ahel.

Keleier

Piv omp-ni?

Ur strollad kevredigezhioù nann termenet  eo « Rouedad ar Brezhoneg », ur rouedad a ra evit ar brezhoneg evit eskemm ha pouezañ evit ar brezhoneg savet e 2019. Bodañ a ra frammoù,  disheñvel hervez an obererezhioù. An holl a labour evit treuzkas ha diorren ar brezhoneg.