D’an 12 a viz Kerzu 2025, e dalc’h Kuzul-rannvro Breizh, en doa kadarnaet prezidant rannvro Breizh e-kerzh an dalc’h goustlet d’an heñchadurioù ar budjed 2026 e “chomfe ar C’huzul-rannvro gant e striv war tachennoù ar sevenadur, ar sport hag ar yezhoù e Breizh a vo kadarnaet penn-da-benn o frogrammoù budjed”.
Abaoe m’eo bet votet Steuñv adperc’hennañ yezhoù Breizh, a oa bet degemeret a-unvouezh gant ar C’huzul-rannvro e miz Kerzu 2023, e oa liammet kretadoù ar programm 301 (yezhoù Breizh) ouzh an treizhent budjed rakwelet gant ar steuñv-se.
Gant ar steuñv-se e oa bet rakwelet un treizhent budjed liesvloaziek evit ar prantad 2024-202 evit skoazellañ ur strategiezh evit kreskiñ treuzkas ar brezhoneg. Reiñ a rae an tu d’an obererien a sell ouzh se ivez da gregiñ e raktresoù frammus war grenn dermen. Evel-se e oa bet doujet d’an hentad budjed-se e budjedoù kentañ 2024 ha 2025.
Ar budjed kentañ evit 2026 a ziskouez e vo enskrivet 600 000 € nebeutoc’h tra ma lavar an teul budjed :« ar bloavezh 2026 o kenderc’hel da lakaat ar Steuñv e pleustr ». Tost da 1 000 000 € e vo an diforc’h e 2027 ma vo kadarnaet arsav ar steuñv adperc’hennañ yezhoù Breizh.An emdroadur-se a laka en arvar ar steuñv evit adperc’hennañ yezhoù Breizh end-eeun.
Ouzhpenn 50 kevredigezh a ya d’ober an darn vrasañ eus an emsav sevenadurel evit hor yezh hag a gemer perzh en deskadurezh, an treuzkas hag an diorren eus ar brezhoneg o deus neuze kaset ul lizher digor da brezidant rannvro Breizh Loïg Chesnais-Girard d’an 9 a viz C’hwevrer o c’houlenn ma vo doujet da engouestloù ar rannvro.
