Brezhoneg : goulennoù d’an dud war ar renk
Da-geñver dilennadegoù-kêr 2026, Rouedad ar Brezhoneg a ginnig ar «c’houlennaoueg evit ar brezhoneg». Graet e oa bet un dra damheñvel evit an dilennadegoù rannvro e 2021 (gwelet hor rubrikenn “keleier” war hol lec’hienn amañ).
Al listennoù war ar renk e kumunioù Breizh a c’hallo lakaat war wel o engouestloù evit ar brezhoneg war 20 diarbenn fetis tro-dro 5 ahel.
Setu amañ ar 5 ahel :
- An araezioù gouestlet d’ur politikerezh yezh lec’hel evit ar brezhoneg
- Treuzkas ar brezhoneg
- Ober gant ar brezhoneg
- Gwelusted ar brezhoneg
- Ur politikerezh lec’hel evit kizidikaat, anavezout ha skignañ ar brezhoneg
Evit pep ahel ez eus 4 engouestl kinniget. Ret e vo d’an emstriverien ha d’an emstriverien spisaat, evit pep hini anezho, hag-eñ e ouestlont ober pe ne vefent ket, ha, ma vez dre ur skrid berr an doare emaint e-sell d’e lakaat da dalvezout. Enlinenn e vez graet ar respontoù d’ar c’houlennaoueg betek ar 1añ a viz Meurzh 2026 (liamm roet er c’houlennaoueg)
En tu-hont da zeiz mouezhiañ kêr e c’hallo al labour-se reiñ tro d’al listennoù da vagañ o preder en a-raok ha da sevel ur politikerezh yezh lec’hel hag evit ar brezhoneg frammet ha kempouez.
Pep keodedourez pe pep keodedourez a c’hall ivez kas ar c’houlennaoueg-mañ hag al lizher-displegañ d’al listennoù war ar renk e-barzh o c’humun pe / ha kas deomp ur postel da : darempred(@)rouedad.bzh gant anv al listenn, anv penn al listenn hag postel al listenn war ar renk.
Ha ma ho peus choant e vo Rouedad ar Brezhoneg o c’houlenn gant al listennoù war renk en ho kumun petra emaint o soñjal ober evit ar brezhoneg e-pad o resped, leugnit an titourou AMAÑ hag e kasimp ar c’houlennaoueg dezho.

Embannet e vo an disoc’hoù war al lec’hienn e penn kentañ miz Meurzh. E klozadur ar prantad e vo roet un notenn gant “Rouedad ar Brezhoneg” evit talvoudekaat ar respontoù o tiskouez e “live hollek a engouestl” evit pep ahel hag ivez un diagramm a wel gant ar pemp ahel-se. Evit sevel an notenn-mañ e vo kemeret e kont ment ar gumun (ar c’humunioù bihan ha bras n’o deus ket ar memes ezhommoù nag ar memes araezioù), an degouezhioù dibar, an niver a engouestloù dibabet hag an displegadennoù roet evit pep ahel.
