Brezhoneg : goulennoù d’an dud war ar renk
O tostaat emañ dilennadegoù-kêr 2026 ha poent bras eo en em brientiñ evit goulenn gant an al listennoù war ar renk evit an dilennadegoù peseurt plas emaint o soñjal reiñ d’ar brezhoneg.
Peseurt binvioù evit ur politikerezh yezh (budjed, koskor, bodad aliañ…) ? Peseurt strategiezh evit treuzkas ar yezh (skolioù, kentelioù d’an dud deuet, stummadur ATSEM, tañva…) ? Peseurt implij ha peseurt gwelusted eus ar yezh (koulzadoù brudañ, panellerezh…) ? Hag all, hag all. Sed aze poentoù pouezus evit dazont hor yezh!

