Rouedad ar brezhoneg

Dilennadegoù rannvro 2021

Brezhoneg : respontoù an dud war ar renk
evit an dilennadegoù rannvro

Gwelet eo bet gant manifestadegoù Brest, Kemper ha Gwengamp pegen kreñv eo youl pobl Breizh evit diorren ar brezhoneg. Evit ma c’hellfe hor yezh bevañ eo ret d’ar Stad paouez da stourm ouzh implij ar brezhoneg er skolioù hag er servijoù publik. Ret eo ivez da bep strollegezh lec’hel e Breizh lakaat ur politikerezh yezh e pleustr.

Da vare ar prantad kabaliñ evit an dilennadegoù rannvro ez eus bet savet 10 goulenn gant 40 kevredigezh*. D’ar 27 a viz Ebrel e oa bet kaset ar c’houlennaoueg-se d’an dek listenn disklêriet d’ar c’houlz-se. Gant an holl listennoù ez eus bet respontet, war-bouez unan.

Kinnig a reomp amañ dindan sintezenn ar respontoù bet resevet.
Notennoù zo bet lakaet hervez ar respontoù bet resevet dre skrid. N’eo ket bet kemmet ar respontoù hervez disklêriadennoù bet embannet e lec’h all gant izili strolladoù politikel an dud war ar renk, na da heul obererezhioù politikel a ya a-wechoù a-enep d’ar respontoù bet skrivet. Da bep hini d’ober h.e soñj adalek ar respontoù resevet neuze.

Gant Brezhoweb ez eus bet savet ivez lod eus ar goulennoù da 9 fenn-listenn. Sellit ouzh an atersadennoù bremañ.

Gant ar radioioù kevredigezhel brezhonek ez eus bet aozet ur c’henvidiz d’ar 1añ a viz Mezheven ivez.

Boas omp da glevet promesaoù evit ar brezhoneg. Setu perak e chomimp aketus-tre evit ma vo lakaet e pleustr hag e koulz an engouestloù bet kemeret.

* Goulennaoueg douget gant ar c’hevredigezhioù: Div Yezh Breizh, Divaskell Breizh, Kelennomp!, DAO, Stumdi, Skol an Emsav, Ar Redadeg, Mignoned ar brezhoneg, Emglev Bro Douarnenez, Emglev Bro Karaez, Emglev Bro Gwened, Ti ar vro Bro Kemperle, Ti ar Vro Kemper, Ti ar Vro Treger-Goueloù, SKED, KLT-Ti ar Vro Montroulez, Ti Douar Alre, Ti ar Vro Landerne-Daoulaz, Telenn, Skeudenn Bro Roazhon, Raok – Brezhoneg e Kreiz-Breizh, Arvorig FM, Radio Bro Gwened, Brezhoneg e Brest, Brezhoneg e Gwened, Keit Vimp Bev, Kuzul ar Brezhoneg, Bannoù-heol, Dispak, Ai’ta!, Brezhoneg war-raok Bro-Redon, Skol Ober, An Drouizig, Bed Niverel, Daoulagad Breizh, KEAV, UBAPAR, KBP-APLB (Kelennerien Brezhoneg e Pariz) , Izili kevrenn ar brezhoneg – Roazhon 2, Bodadeg ar Gouren – Fédération de Gouren, Ar Falz

🏆 Sintezenn

Dilennadegoù rannvro 2021 · Disoc’hoù ar c’houlennaoueg
Klikañ war ar sintezenn evit he brasaat / pellgargañ an disoc’hoù

🎥 Atersadennoù Brezhoweb