Tag: <span>kendivizad</span>
Featured

Lizher d’ar Prezidant Rannvro : Dilec’hiañ ar programm «Yezhoù Breizh» er gefridi Sevenadur « Kalite bevañ ha skinadur » : DAÑJER !

DANVEZ : Dilec’hiadeg ar programm 318 « Yezhoù Breizh » er gefridi 2 Sevenadur « Kalite bevañ ha skinadur »

Aotrou Prezidant Kuzul Rannvro Breizh,

Kelaouet omp bet eo raktreset gant Kuzul Rannvro Breizh votiñ dilec’hiañ ar programm 318 “Yezhoù Breizh” d’ar 15 a viz Kerzu.

Souezhet omp gant ar raktres-se. N’omp ket evit kompren kennebeut n’eo ket bet goulennet e ali digant Kuzul Sevenadurel Breizh.

Arouezel-tre e vefe ar cheñchamant-se. Ankeniet omp eta evit dazont politikerezh yezh Rannvro Breizh. Lakaat budjed ar brezhoneg asambles gant ar varregezh stummadur a oa bet un dibab politikel strategel a-berzh Kuzul Rannvro Breizh, da vare termenadurezh ar politikerezh yezh gentañ en 2010. Anvet e oa bet ur besprezidantelezh evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg ha betek bremañ e save holl aktourien ar brezhoneg a-du gant an dibab-se.

Ne seblant ket deomp e vefe poellek soubañ palioù adperc’hennadur ar brezhoneg e-touez obererezhioù sevenadur ha dudi ar Rannvro, dreist-holl en ur servij a vefe anvet “kalite bevañ ha skinadur” hervez ar pezh a glevomp. Da vat emañ dalc’h dazont ar brezhoneg e stummadur brezhonegerien nevez hag en obererezhioù a roio tro da bep hini e Breizh d’ober gant ar yezh bemdez, e pep tachenn e vefe.

Aon hon eus neuze e vefe diaesoc’h tizhout palioù an “Heñchadurioù bras evit politikerezh nevez yezhoù Breizh”, bet votet ganeoc’h e 2018, ma vez kaset ar cheñchamant-se da benn. Diaesoc’h e vo luskañ obererezhioù treuzservij en un doare efedus en abeg ma vo lakaet servij ar brezhoneg a-gostez eus politikerezhioù bras ar Rannvro. Evit pep barregezh ar Rannvro eo ret broudañ implij ar brezhoneg. Emren e rank bezañ neuze galloud ober servij ar brezhoneg e Kuzul Rannvro Breizh.

Gouzout a rit mat eo gorrek-tre ar Stad evit lakaat e-pleustr palioù ar c’henemglev Stad-Rannvro votet e 2022. Gwir eo kement-se evit an deskadurezh dreist-holl. Ur sin fall e vefe diskouez nebeutoc’h a youl a-berz ar Rannvro er mare-mañ. D’ar Stad, kement ha d’ar vretoned ha d’ar bretonezed engouestlet evit treuzkas ha diorren ar brezhoneg.

Seul ankenietoc’h omp hag hon eus douetañs ne greskfe ket budjed ar brezhoneg e 2023, daoust m’eo bet prometet gant ho skipailh da vare an dilennadegoù. N’omp ket evit soñjal e c’hellfe hentad politikerezh yezh ar Rannvro mont war-zu an normalaat ur bloavezh nemetken. Emskiant omp evel-just eus redioù budjedel ar Rannvro er mare-mañ (enkadenn energiezh, c’hwezadur…), met rediet omp degas da soñj e chomfe gwan-tre lodenn ar brezhoneg er budjed, zoken ma vefe tizhet ar pal a vefe dleet, da lavaret eo 1% eus budjed ar Rannvro gouestlet d’ar brezhoneg e fin ar respetad-mañ.

Gouzout a rit e fell deomp mont war-raok evit dazont ar brezhoneg. Setu perak e chomimp war-evezh e-keñver engouestloù ar c’henemglev Stad-Rannvro. Gortoz a reomp ur politikerezh youlek a-berzh ho skipailh met ankeniet omp o welet ar sinoù a ziskouezfe n’emaomp ket war an hent mat.

Gant ma vo dalc’het kont ganeoc’h eus ar palioù boutin hon eus. Resevit eta hor gwellañ gourc’hemennoù. 

Roll ar c’hevredigezhioù sinerien : 

Ai’ta!, Al Liamm, An Alc’hwez, Ar Redadeg, Ar Falz/Skol Vreizh, Bannoù-Heol ,Bed niverel, Brezhoneg e Brest, Brezhoneg war-raok Bro Redon, C’hoariva, Daoulagad Breizh, Divaskell Breizh, Div Yezh Breizh, Dispak, Diwan, Drouizig, Emglev Bro An Oriant, Emglev Bro Douarnenez, Emglev Bro Gwened – Ti ar Vro Gwened, Fédération du Gouren / Bodadeg ar Gouren, Les enseignants et enseignants-chercheurs du Département de breton et celtique Rennes 2 / Kelennerien ha kelennerien-enklaskerien Kevrenn ar Brezhoneg hag ar c’heltieg Roazhon 2, Mat ar Jeu – Strollad c’hoariva, Mervent, Mignoned ar Brezhoneg, KBP-APLB, KDSK, Keit Vimp Bev, Kelennomp!, Kevre Breizh, KLT Ti ar Vro Montroulez , Kreizenn Sevenadurel Vreizhek Abherve- Sant-Brieg, Kuzul ar Brezhoneg, Preder, Radio Kerne / Radio Naoned, Raok – Brezhoneg e Kreiz-Breizh, Safar – Strollad c’hoariva, Setu !, SKED, Skeudenn Bro Roazhon, Skol arzoù ar sirk, Skol an Emsav, Skol Ober, Stumdi, Roudour, Telenn – Ti ar Vro Sant-Brieg, Ti ar Vro Bro Kemperle, Ti ar Vro Bro Pondi, Ti ar Vro Gwengamp, Ti ar Vro Kemper, Ti ar Vro Landerne-Daoulaz, Ti ar Vro Treger-Goueloù, Ti Douar Alre, Teatr Piba, Timilenn, Yezhoù ha Sevenadur