Tag: <span>Kuzul</span>
Featured

budget ar c’huzul rannvro Breizh : digresket e vo budjed ar Brezhoneg !

Lizher digor da Brezidant rannvro Breizh araok votateg ar budjed sinet gant 56 aozadur  (dalc’h ar rannvro 13/14/15 a viz C’hwevrer)

 D’an 2 a viz C’hwevrer 2023 

DANVEZ : Budjed ar brezhoneg war zigresk!

Aotrou Prezidant,

D’an 13 a viz Kerzu hon doa skrivet deoc’h a-benn kemenn deoc’h hon anken e-keñver aozadur nevez ar rannvro diwar dilec’hiadur ar programm 318 “Yezhoù Breizh” met ivez e-keñver e vudjed da zont.

D’ar 15 a viz Kerzu, e dalc’h Kuzul Rannvro Breizh, ho poa lavaret e vije gwarezet budjed Yezhoù Breizh, hag e-touez ar brezhoneg.

Ne c’hellomp nemet gwelet n’eo ket siwazh gant an elfennoù hon eus bet diwar ar budjed kentig.

Eus 2% e tigresk budjed ar programm 301, stag ouzh ar sevenadur bremañ, e gwirionez, hag hep kontañ ar c’hwezadur, ar pezh en deus un efed bras er bed kevredigezhel. Kement-mañ rak eo bet kemeret e kont ganeoc’h an hanter eus ar sammad 177 000 € a oa bet votet da vare un divizad daskemm e miz Here 2022 evit budjed “yezhoù Breizh” nemetken.

Gouzout a ouzomp mat ar redioù arc’hant a zo war budjed ar rannvro (enkadenn energiezh, c’hwezadur, danvez budjed bevennet…) met adlavar a reomp eo pell ar sammadoù a zo kaoz diouzh programmoù frammus all ar rannvro. Ret eo mont war-zu ur budjed evit ar brezhoneg a vefe tost eus 1% budjed hollek ar rannvro e fin ar resped ma fell deomp da vat lakaat e-pleustr ur politikerezh adperc’hennañ ar yezh. Ma fell deomp e chomfe ar brezhoneg bev eo ret d’ar Rannvro derc’hel gant ur striv e-pad meur a vloavezh evit kreskiñ ar budjed gouestlet d’ar yezh, ha kement-se daoust d’an diaesterioù arc’hant a zo eus outo.

Gouest omp da gompren ne vefe ket kresket budjed ar brezhoneg eus 14% en amdro ekonomikel a vevomp, e-giz ma ‘z eo bet e 2022. Met ezhomm hon eus arc’hantaouiñ raktresoù fetis hag ar postoù labour liammet hag a zo a laz hollek. Ar re-se n’int ket douget gant ar Stad. Oc’h eskemm etrezomp hon eus merzhet e vank 400 000 € da vihanañ e-keñver raktres budged ar brezhoneg ar Rannvro evit 2023. Da lavaret eo ur c’hresk a 4,6% en ur budjed chomet re izel e-pad meur a vloavezh. Raktresoù ‘zo a zo kroget dija hag ez eus ezhomm eus ar sammad-se evit kas anezho da benn: arc’hantaouiñ an Tiez ar Vro yaouank evit mirout ar c’hopridi ha kas oberennoù da benn, souten Gouel Broadel ar Brezhoneg hag a zegemero Kembreiz e 2023, harpañ Kelenn, kreizenn stummañ Diwan, diorren stummadur an dud gour evit bezañ  gouest da gaout skolaerien ha skolaerezed barrek…

Pelloc’h evit ar raktresoù-se gouestlet da ziorren ar brezhoneg  eo ret-mat kemer ar c’hwezadur e kont. Meur a hini eus an aozadurioù a labour evit ar brezhoneg a vo lakaet diaes gant ar blegenn-se ha postoù labour a vo en arvar. Gant ur c’hwezadur 6% e seblant ur redi deomp gwelet ur c’hresk a 520 000€ evit bezañ gouest da zerc’hel an obererezhioù a vez douget ganeomp.

En holl eo 920 000€ neuze a zo ezhomm evit derc’hel gant ar pezh a vez graet hiziv, ha kas raktresoù nevez da benn evit ar brezhoneg.

Gwelet a reomp hiziv ne vez ket doujet gant ar Stad eus ar c’henemglev bet sinet e miz Meurzh 2022 evit treuzkas hag implij yezhoù Breizh er vuhez foran. Kontañ a reomp neuze war Rannvro Breizh evit harpañ ar brezhoneg, ha n’omp ket evit krediñ e c’hellfe ar souten-se mont e-bioù ivez. N’omp ket evit krediñ en dije ar politikerezh lakaet a-live padet ur bloavezh hepken !

Degas a reomp da soñj deoc’h ar pezh hopoa respontet dre skrid d’an 20 a viz Mae 2021 d’ar c’houlennaoueg bet kaset ganeomp da vare an dilennadegoù rannvro: “kreskiñ a rin da vat hag en un doare steuñvaet e-kerz ar resped o tont ar budjed gouestlet d’ar brezhoneg.”

Ganeoc’h ivez e oa bet respontet d’ar 5 a viz Mezheven 2021 d’ar c’houlennaoueg bet kaset gant Kevre Breizh: “Ouzhpenn ar budjed gouestlet hag a vo war gresk a lakin kredadoù renerezhioù all da dalvezout evit ar yezhoù rannvro (…)” pa oa bet goulennet diganeoc’h “Penaos e rit evit kemm budjedoù ar brezhoneg hag ar gallaoueg evit lakaat ur politikerezh youlek e-pleustr ?”.

Goulenn a reomp diganeoc’h eta, e anv an holl gevredigezhioù a sin al lizher-mañ, kenderc’hel da greskiñ en un doare “araokaus ha steuñvaet” budged “yezhoù Breizh”, hag a dalveze kement a 0,46% ar budjed hollek e 2022 !

Gant ma vo dalc’het kont ganeoc’h eus hol lizher. Resevit eta hor gwellañ gourc’hemennoù. 

Roll ar c’hevredigezhioù sinerien : 

Al Liam

An Alc’hwez

An Drouizig

Ar Falz / Skol Vreizh

Ar Redadeg

Arvorig FM

Bed Niverel

Bodadeg ar Gouren / Fédération du Gouré

Brezhoneg e Gwened

Brezhoneg e Brest

Brezhoneg war-raok Bro Redon

C’hoariva

Bannoù Heol

Daoulagad Breizh

Dispak

Divaskell Breizh

Div Yezh Breizh

Diwan

Emglev Bro An Oriant

Emglev Bro Douarnenez

KEAV (Kamp Etekeltiek Ar Vrezhonegerien)

KDSK

Keit Vimp Bev

Kelennerien ha kelennerien-enklaskerien Kevrenn ar Brezhoneg hag ar c’heltieg Roazhon 2

Kelennomp!

Kevre Breizh

KLT- Ti ar Vro Montroulez

Kuzul Ar Brezhoneg

Madarjeu

Mervent

Mignoned Ar Brezhoneg

Raok

Roudour

Radio Bro Gwened

Radio Kerne / Radio Naoned

Radio Kreiz Breizh

Sked

Skeudenn Bro Roazhon

Skol an Emsav

Strollad Ai’ta!

Stumdi

Teatr Piba

Telenn Ti ar Vro l’Ôté

Ti ar Vro Bro Gwened

Ti ar Vro Bro Leon

Ti ar Vro Bro Pondi

Ti ar Vro Gwengamp

Ti ar Vro Kemper

Ti ar vro Bro Kemperle

Ti ar Vro Landerne Daoulaz

Ti ar vro Treger Goueloù

Ti Douar Alre

Ti ar Vro Gwengamp

Timilenn

Tro-didro

Yezhoù ha Sevenadur